🎙️ Stummadur dre soubidigezh war ar c’hrouiñ gant ar son 🌍📱
🗓️ 13 ha 14 a viz Kerzu 2025 – 📍 Ti ar Brug – Kemper
Daou zevezh atelier evit deskiñ krouiñ heñtoù son en un doare fentus, hag o kenlabouriñ gant brezhonegerien all, gant skoazell Laors SKAVENNEG, stummour e Media Training, skriver senarioioù ha komedian.
Desket e vo ganeoc’h buheziñ istorioù, implij binviji audio ha rannañ ho krouidigezhioù war an arload YAR pa vo prest e miz Meurzh.
War mennozh ar C’hino eo savet. Petra eo ar C’hino ? Ul luskad filmaozañ diazezet war ar c’henlabour eo. Lakaet e vez da bal krouiñ oberennoù klok buan-ha-buan, gant nebeut a dra, met kalz a awen krouiñ. Ar pal a zo neuze krouiñ un oberennig klok e korf un dibenn-sizhun nemetken ! Ma voc’h-c’hwi laouen gant ar pezh ‘vo bet graet ganeoc’h e vo lakaet an oberenn war an arload YAR pa vo digoret e miz Meurzh 2026.
An dibenn-sizhun-pad e c’helloc’h eskemm gant skipailh skiantel ar CNRS a labour war sevel YAR, an arload poellgomzer a lako buhez d’hoc’h hentoù son brezhonek war ur gartenn etreoberius 🌍.
War al lec’h e vo : Mélanie Jouitteau, Katell Schmitt ha Lena Catalan-Marcos
🪶 War ar roll
Sadorn :
- Dizoloiñ raktres YAR hag ar binviji diazez (poellgomzer, tokarn)
- Deskiñ skrivañ framm un istor
- Enrollañ ‘maez ar staj e Kemper
- Debrief a-stroll kentañ
- Da noz (diret): enrollañ ha dielfennañ un arvest kontadennoù
Disul :
- Selaou, dielfennañ ha gwelaat an enrolladennoù
- Labour war ar vouez hag an ezteurel
- Dizoloeiñ binviji micherel (enroller niverel, arload audio)
- E-barzhiñ sonioù en ur framm kontañ poellek
- Endervezh pleustriñ ha bilañs a-stroll
🎓Palioù an dibenn-sizhun
E fin ar stummadur e voc’h gouest da :
- Selaou pizh hag enrollañ mat
- Frammañ ur grouidigezh son
- Ober gant ho mouezh, gant an ostilhoù teknik ha kontañ un istor
💶 Priz ha titouroù pleustrek
- 30 € an daou zevezh
- 20 € mini-priz evit ar studierien hag an dud dilabour
🍴 Predoù e-barzh - 🏡 Bod war al lec’h posupl
- 📍 Ti ar Brug – 44 straed Paul Borrossi, 29000 Kemper
- Tregont den d’ar muiañCapacité limitée à 30 personnes
Yezh Ar vRo – YAR
Asambles e labour ar CNRS ha klaskerien eus peder skol-veur evit kas an enklask YAR war-raok. Klaskerezed war ar yezhoniezh hag an urzhiataerezh a genlabour gant kevredigezhioù eus Breizh evitañ. Implij an deknologiezh evel un ostilh evit reiñ buhez ha nerzh d’ar brezhoneg eo e bal. Meur a gevredigezh eus ar vro a gaver e-touez ar gevelerien : Dastum, a ra war-dro dielloù brezhonek dre gomz, kelennerien ha kevredigezhioù, ha Breizh Niverel ouzhpenn, ur font a ya da harpañ ar raktres.
Ur arload evit ar pellgomzoù hezoug a vez diorroet gant YAR. Gantañ e c’hello pep hini enrollañ komzoù brezhonek ha lakaat anezho ouzh ur gartenn. Ul lec’hienn a vo diorroet ivez, enni ur programm evit treuzskrivañ an enrolladennoù evit abegoù pedagogel peurgetket. Roadennoù son ha testennoù a vo dastumet. Servijout a raint da wellaat ostilhoù niverel evel digejañ ar vouezh, an istitlañ aotomatek, pe ar bizskrivañ gant ar gomz, evit lakaat hor pellgomzerioù pe hon urzhiataerioù da skrivañ pa gomzomp brezhoneg outo. Lakaat ar vrezhonegerien da gemer perzh en empentiñ adalek ar penn-kentañ eo ger-stur ar mennad, evit ma vefe savet ostilhoù a servijo dezho evit gwir. Talvoudus-kenañ eo al labour-mañ, rak n’eus ket kalz a ostilhoù son evit deskiñ brezhoneg, n’eus ket kalz a roadennoù son evit lakaat an deknologiezh da vont war-raok, ha diaes eo d’an deskarded ober gant ar yezh war ar pemdez. Lec’hiet e vo an enrolladennoù : gant se e vo kreñvaet an ereoù etre ar yezherien. Ar variezon er yezh a vo klevet aes. Da echuiñ e vo savet an holl veziantoù e mod open source. Gant se e c’hellint bezañ implijet evit yezhoù minorel all er bed goude.