yar .bzh

Ar raktres YAR – Yezh Ar vRo

 

Asambles e labour ar CNRS ha klaskerien eus peder skol-veur evit kas an enklask YAR war-raok. Klaskerezed war ar yezhoniezh hag an urzhiataerezh a genlabour gant kevredigezhioù eus Breizh evitañ. Implij an deknologiezh evel un ostilh evit reiñ buhez ha nerzh d’ar brezhoneg eo e bal. Meur a gevredigezh eus ar vro a gaver e-touez ar gevelerien : Dastum, a ra war-dro dielloù brezhonek dre gomz, kelennerien ha kevredigezhioù, ha Breizh Niverel ouzhpenn, ur font a ya da harpañ ar raktres.


Ur arload evit ar pellgomzoù hezoug a vez diorroet gant YAR. Gantañ e c’hello pep hini enrollañ komzoù brezhonek ha lakaat anezho ouzh ur gartenn. Ul lec’hienn a vo diorroet ivez, enni ur programm evit treuzskrivañ an enrolladennoù evit abegoù pedagogel peurgetket. Roadennoù son ha testennoù a vo dastumet. Servijout a raint da wellaat ostilhoù niverel evel digejañ ar vouezh, an istitlañ aotomatek, pe ar bizskrivañ gant ar gomz, evit lakaat hor pellgomzerioù pe hon urzhiataerioù da skrivañ pa gomzomp brezhoneg outo. Lakaat ar vrezhonegerien da gemer perzh en empentiñ adalek ar penn-kentañ eo ger-stur ar mennad, evit ma vefe savet ostilhoù a servijo dezho evit gwir. Talvoudus-kenañ eo al labour-mañ, rak n’eus ket kalz a ostilhoù son evit deskiñ brezhoneg, n’eus ket kalz a roadennoù son evit lakaat an deknologiezh da vont war-raok, ha diaes eo d’an deskarded ober gant ar yezh war ar pemdez. Lec’hiet e vo an enrolladennoù : gant se e vo kreñvaet an ereoù etre ar yezherien. Ar variezon er yezh a vo klevet aes. Da echuiñ e vo savet an holl veziantoù e mod open source. Gant se e c’hellint bezañ implijet evit yezhoù minorel all er bed goude.